Robert Barton
Robert Childers Barton (Iwerzhoneg: Riobárd Bartún), ganet e 1881 ha marvet d'an 10 a viz Eost 1975, oa ul lezennour, ur stourmer hag ur c'hargad-stad iwerzhonat a gemeras perzh en divizoù evit sinadur ar feur-emglev etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Hag evit-se e chomas gant kannaded Iwerzhon en 22 Hans Place e Knightsbridge, eus an 11 a viz Here betek ar 6 a viz Kerzu 1921. E genderv e oa Robert Erskine Childers.
Ganet eo bet e kontelezh Wicklow en ur familh brotestant. Desket eo bet e Rugby hag Oxford, ha dont a reas da vezañ un ofiser en Dublin Fusiliers pa darzhas ar c'hentañ brezel bed. Staliet e oa e Dulenn pa voe aozet emsavadeg Pask e 1916, ha reiñ a reas e zilez abalamour ma oa bet heuget gant moustrerezh ar Saozon war an emsavidi iwerzhonat. Goude se e tuas gant ar republikaned.
E 1918 eo bet dilennet evit ar parlamant evel ezel eus ar strollad Sinn Féin evit ranvro Kornog Wicklow. Harzet e voe e miz C'hwevrer 1919 en abeg d'un emzalc'h dispac'hus. Met tec'hout a reas diouzh toull-bac'h Mountjoy da zeiz St. Patrick. Leuskel a reas ur gerig d'ar gouarnour e-lec'h ma tisplege e oa aet kuit abalamour da ziskoñfort e doull-kambr. Ha goulenn a reas digantañ e vefe laosket e aferioù da gostez betek ma'z adkemerfe anezho. Adpaket eo bet e miz Genver 1920, kondaonet da dri bloaz toull-bac'h, met dieubet e-pad distaoliadeg meur miz Gouere 1921.
Roet eo bet dezhañ karg maodiern al labour-douar ha diwezhatoc'h hini aferioù an estrenvro. Barton oa ezel eus ar strollad kannaded kaset da Londrez evit divizout war ur feur-skrid hag e sinadur. Sinañ a reas ar skrid gant e strollad d'ar 6 a viz Kerzu 1921, en ur lâret diwar-benn an emglev "as the lesser of two outrages forced upon me and between which I had to choose" (dre vras: ar gwellañ gloaz etre diaou hag am eus bet da zibab etrezo". Met en desped da-se e en em renkas eus tu Éamon de Valera e-pad ar brezel diabarzh.
Gounit a reas an dilennadegoù evit Parlamant Iwerzhon e miz Even 1922, met ne gemeras ket e garg ha dilezel a reas ar politikerezh evit dont da vezañ barner. Ur garg en doa en Agricultural Credit Corporation eus 1934 betek 1954. Barton a varvas en e di e konetelezh Wicklow, d'an 10 a viz Eost 1975, pa oa 94 bloaz. Barton a oa an diwezhañ siner bev c'hoazh eus ar feur-skrid iwerzhonat-ha-saoz. Éamon de Valera, hag a oa ivez endalc'het gant afer ar feur-skrid, a varvas 19 devezh diwezhatoc'h, d'an 29 a viz Eost 1975.