Robert Churchwell, bet ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1917 e Clifton (Tennessee) (Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2009 e Nashville (Stadoù-Unanet Amerika), a oa kazetenner diouzh e vicher.

Lesanvet e oa "Jackie Robinson ar c'hazetennoù"[1] pa'z eo bet ar c'hazetenner du kentañ en ur media e Su ar Stadoù-Unanet, implijet ma oa bet gant an Nashville Banner, ur gazetenn bemdeziek eus Nashville, e 1950.

Notennoù kemmañ

  1. diwar anv ar c'hoarier baseball du Jackie Robinson (1919-1972)