Robert Guibé
Robert Guibé a oa bet eskob Treger eus 1483 da 1502, war lerc'h Cristophe II du Chastel
Buhez
kemmañRobert Guibé a oa chaloni ha kiniad Dol, pa voe anvet da eskob Treger goude dilez Raphaël Riaro, dre builh ar pab Sixt IV eus ar 16 Mae 1483. Bevet en doa dreist-holl e Roma e-lec'h, er bloaz 1485, e oa kannad evit dug Breizh, Frañsez II.
Degemeret e oa bet en doare lidus e Landreger d'ar 6 Gwengolo 1492.
Dilec'hiet e voe d'ar 24 Meurzh 1502 da Roazhon; goude se e voe savet da gardinal d'ar 1añ Genver 1505, hag anvet da eskob Naoned e 1507.
Aet e oa da Anaon e Roma d'an 9 Du 1513. Sebeliet e oa bet en Iliz Sant Erwan ar Vretoned.
Jean VI Calloët e zeuas war e lerc'h.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960