Roperzh II (Bro-C'hall)
Roperzh II, anvet ivez Roperzh an Deol, ganet en Orleañs war-dro 972 ha marvet e kastell Melun e 1031, a voe roue Bro-C'hall gant e dad, Huon Capet, adalek 987 da gentañ, hag e-unan war-lerc'h marv e dad da c'houde.
Mab e oa da Huon Capet hag Adelaid Akitania. Roue e voe e-unan eus 996 betek e varv e 1031. Unan eus ar pennoù kurunennet e oa er bloavezh mil enta.
Meur a dra a anavezer diwar e benn gant skridoù Helgaud, e vuhezskridour.
Kenroue
kemmañDa gentañ e skoazellas e dad er brezelioù, evit kemer Laon, en 988-991.
Desket mat e oa, studiet en doa e Reims pa oa Gerbert Aurillac o kelenn eno.
Relijion
kemmañTroet-bras e oa Roperzh II gant ar relijion, evel-se en deus tapet e lesanv.
E 1022, dre e urzh, met marteze broudet gant e wreg Konstanza Arle, e voe kondaonet d'ar marv un dousennad kloareien abalamour m'o doa prezeget mennozhioù disivoudel.
Familh
kemmañTeir gwech e timezas.
- Eurediñ a reas e 988 da Rozala, merc'h Berengar II Italia. Kêr Montreuil-sur-Mer a voe degaset dezhañ da argouroù. Bloaz goude e kasas anezhi diwar e dro.
- E karantez e oa gant Bertha, merc'h Konrad, roue Bourgogn hag intañvez Odo Iañ, kont Bleaz. Met dre ma oant kendirvi ha dre ma oa Roperzh paeron d'ur bugel da Verta, e voe nac'het o eured gant ar pab Gregor V.
- Eurediñ a reas Roperzh gant Konstanza Arle e 1003. Seizh bugel o devoe, en o zouez Herri a renas goude e dad.
Bugale Ropezh ha Konstanza
kemmañSeizh bugel o devoe Roperzh ha Konstanza
- Advisa Auxerre (1003-1063, kontez Auxerre dimezet e 1015 da Renaud Iañ Nevers
- Huon II Bro-C'hall (1007-1026), o mab henañ, sakret e 1017 e Compiègne, a voe kenroue gant e dad, met mervel a reas a-raok e dad
e 1025,
- Herri (1008-1060), sakret e Reims e 1027, daoust da enebiezh Constança a glaske lakaat he mab all Roperzh da roue.
- Roperzh Iañ Bourgogn (1011-1076), dug Bourgogn ha kont Auxerre
- Eudes Bro-C'hall (1013-?), aet foll
- Adelaid Bro-C'hall (1009-1079), dimezet div wech:
- e 1027 da Richarzh III Normandi
- hag e 1028 da Baldwin IV Flandrez
- Konstanza Bro-C'hall.
Levrlennadur
kemmañ- Christian Pfister: Etudes sur le règne de Robert le Pieux (996-1031), Paris 1885
Liammoù
kemmañEn e raok: Huon Capet |
Rouaned Bro-C'hall 996 – 1031 |
War e lerc'h: Herri Iañ |