Ar Roc'h Velen zo ur porzhig e kumun Priel, e Treger, war lez kornôk ar stêr Yeodi, en dorn dehoù d'an hent a gas eus Priel da Blouvouskant.
Kumun Tredarzeg zo a-dal dezhi, en tu all d'ar stêr.
Parkadoù istr zo, hag un davarn brudet er c'hornad, anvet Café Pesked.