Rodrigo Nuño Baeza
Rodrigo Hunno Baeza, anavezet ivez evel Rodrigo Nuño Baeza (Cagliari, XVvet kantved – Cagliari, XVIvet kantved), a oa ur barzh italian, e deroù ar XVIvet kantved.
Digantañ ne chom nemet ar skrid Caralis panegyricus, ur varzhoneg latin da veuliñ kêr Cagliari, savet e 1516, hag un toullad barzhonegoù latin pe gresianek kempred.
Ezel e oa eus Urzh Santiago.