Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Roger Wittevrongel Blankenberge, Flandrez, Belgia, ganet d'an 23 a viz Ebrel 1933 a zo livour, tresour ha grafist dreistgwirvoudel flandrezat.

Studiet en deus Roger Wittevrongel e Gand, en Akademiezh Roueel an arzoù-kaer (1953-1956), en ur heuliañ er memes mare ur stummadur kelenner war an arzoù plastik e skol-vistri ar Stad (1954-1956), dindan renerezh Octave Landuyt.

Etre 1956 ha 1971 e kelennas an arzoù plastik e skol grenn ar Stad e Gand. Diwezhatoc'h e voe kelenner dour-kreñv, tresañ ha maendresañ e Akademiezh Roueel an arzoù-kaer e Gand betek tizhout ar garg a Gelenner a enor e 1997.

E 1954 e heulias aergelc'h Octave Landuyt, met difetisoc'h, gant un oberenn troet war an distruj hag ar pennoù anevaled. E-tro 1964 e livas muioc'h-mui taolennoù-skeudenniñ, gant kenaozioù o strollañ alies tisaverezh kinklet gant plantoù, maouezed noazh ha danvez da livañ pe dresañ tro-dro. Er bloavezhioù 1970 e labouras war ar gwirvoudelezh, o tresañ resis-kenañ ar bed gwelus. Resteurel a reas en un doare kazi difetis sujedoù ordinal dreist-holl, maouezed ha diabarzh an tiegezh. En e oberennoù e pouez kalz war al liamm etre Mab-den hag ar gwirvoud hewel. N'eo ket tre dre e deknik peurvat e lak an arvester en entremar, met kentoc'h gant ar goulenn savet gantañ war bezañs an traoù.

Roger Wittevrongel a aozas diskouezadegoù adalek 1954 e Belgia, lzelvroioù, Bro-C'hall, Breizh-Veur, Italia, Suis, Alamagn, Sveden, Maroko, Tunizia, Afrika ar Su, Brazil, Japan, SUA, Kanada ha Taiwan.

Menegoù:

  • Meneg« Priz al liverezh yaouank belgiat » e 1958, 1960, 1963
  • «Priz rannvroel liverezh Flandrez ar c'hornôg » e 1960
  • «Priz ar vurutelladenn » e 1979 ha 1981
  • «Priz E. Van Marcke » e 1981
  • «Priz ar stad a gurun ar vicher a arzour » e 1984

Hiziv an deiz emañ ar Belgiad o chom e Bachte-Maria-Leerne, war al Lys, e-kichen Gand, e rannvro Flandrez ar Reter.


Liamm diavaez kemmañ