Roland Freisler ganet d'an 30 a viz Here 1893 e Celle hag aet da Anaon d'an 3 a viz C'hwevrer 1945 e Berlin, a oa ur gwiraour, ur politiker hag ur barner nazi. Sekretour Stad e voe evit ar Reichsjustizministerium adalek 1934 betek 1942 ha goude-se prezidant Volksgerichtshof ("Lez-varn ar bobl") adalek 1942 betek e varv e 1945.

Roland Freisler e penn ar Volksgerichtshof. A gleiz Hermann Reinecke

Un nazi strizhkreder e oa ; eñ eo en doa roet lañs d'an ideologiezh-se er reizhiad barnezhel alaman, bet e oa bet o kemer perzh e kuzuliadeg Wannsee, an darvoud en devoa krouet framm al Loskaberzh. Lakaet e voe e penn lez-varn ar bobl e 1942. Ober a rae war-dro barn an torfedoù politikel evel barner uhel. Adal ar mare-se e oa deuet da vezañ brudet evel un den leun a zroukrañs evit an dud tamallet, o huchal kunujennoù warno, uvelaat anezho ha dreist-holl kondaoniñ anezhe d'an uhelañ, d'ar marv alies, memes evit tamalloù bihan.

Eñ eo da skouer en devoa kondaonet d'ar marv Elfriede Maria Scholz (1903-1943), un enebourez d'an naziegezh hag a oa c'hoar ar skrivagner Erich Maria Remarque (1898-1970), evit bezañ lavaret e oa kollet ar brezel gant Alamagn e 1943.

Marvet eo pa oa 48 vloaz, e-kerzh bombezadeg Berlin gant Stadoù-Unanet Amerika d'an 3 a viz C'hwevrer 1945.