Roll rouaned Uladh

Wikimedia roll

Roue Uladh (Rí Ulad en heniwerzhoneg, Rí Uladh en iwerzhoneg), anvet ivez Roue Ulaid ha Roue an Ulaid, e oa titl rouaned rouantelezh proviñsel iwerzhonat Ulaid. Implijet e veze ivez a-wezhioù an titl rí in Chóicid a dalvez "roue ar bempvedenn"[1].

Seizh proviñs Iwerzhon evel ma'z int termenet e Lebor na Cert ("Levr ar gwirioù") en Xvet kantved

Douget da gentañ gant renerien an Ulaid mojennel ha goude gant re an Ulaid istorel, dezho un dachenn kalz bihanoc'h, ez eas an titl rí Ulad da get goude aloubadeg Ulaid gant an Angled-ha-Normaned e 1177 ha savadur kontelezh Uladh. Roet e veze an titl a rex Hibernicorum Ulidiae a dalvez "Roue Iwerzhoniz an Ulaid" da zinastiezh re Mac Dúinnshléibe eus Ulaid (saozneg : Donleavy / Dunleavy)[2] betek ar mare ma'z eas da get e dibenn an XIIIvet kantved.

Goude diskar ar gontelezh e 1333 e voe dasorc'het hag uzurpet an titl, goude 1364, gant kevezerien vras renerien an Ulaid, Uí Néilled an norzh o doa aloubet dismantroù ar gontelezh ha diazezet tuath adanvet Clandeboye. Mistri e oa deuet Uí Néilled an norzh da vezañ war hanternoz Iwerzhon, hag o douaroù a glote dre vras gant ar pezh zo Cúige Uladh hiziv. Dereout a rae an titl d'o domani eta hag adanvet e voe hennezh Ulaid, dezhañ ment rouantelezh an Ulaid mojennel tamm-pe-damm[2]. "Priñs Ulaid" a zeuas da vezañ un titl boutin evit an O'Neill (Ui Neill en iwerzhoneg) betek Tec'hadenn ar gonted e 1607.

Rouaned mojenn

kemmañ

Rouaned istorel

kemmañ

Sellet ouzh Roll renerien Tír Eoghain evit re Uí Néill an norzh, rouaned Ulaid goude dasorc'h an titl e 1364.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 MacNeill, p. 651.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Stockman, p. xix.
  3. Ar MacDonslevyed a oa ur skourr eus dinastiezh an Haughey/Hoeyed


Mammennoù

kemmañ
  • Stockman, Gerrard (1992). Volume Two, County Down II, The Ards. The Institute of Irish Studies, The Queen's University of Belfast. ISBN 0-85389-450-7. 
  • MacNeill, Eoin (1919). "The Irish Law of Dynastic Succession: Part II". Studies: An Irish Quarterly Review 8 (32): 40–653
  • "Annals of the Four Masters", embannadur 1990.
  • "Annals of Connacht", A. Martin Freeman, 1944.
  • "Irish Kings and High Kings", Francis John Byrne, 1973.
  • "Leabhar Mor Genealach", Dubhaltach Mac Fhirbhisigh, ed. O'Muralie, 2004.
  • Annaloù Ulaid, 1214.6 (en)

Liamm diavaez

kemmañ