Proviñsoù Iwerzhon

Iwerzhon a oa rannet, ent-istorel, e pevar froviñs (pe "peder froviñs") pe rannvro (cúige en iwerzhoneg, ha province e saozneg): Connachta (saozneg: Connacht), Laighin (Leinster), An Mhumhain (Munster) hag Ulaidh (Ulster). Ar ger iwerzhonek evit ar rannañ-se eo cúige, ar pezh a dalvez "pempvedenn", ar pezh a ziskouez e oant pemp da gentañ: ar pempet hini, Rouantelezh Midhe, a oa bet lakaet e Laighin, gant tammoù staget ouzh Ulaidh. N'eus talvoudegezh melestradurel ebet gant ar proviñsoù bremañ, met un dalvoudegezh istorel ha sevenadurel vras o deus, ha politikel ivez el lavar a-wechoù: lavaret e vez da skouer "ar pevar froviñs" evit ober anv eus Iwerzhon a-bezh, koulz ar Republik ha Norzhiwerzhon a zo e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Un dalvoudegezh o deus e bed ar sport ivez: e rugby da skouer, ez eus pep a skipailh gant ar proviñsoù.

Cúigí na hÉireann

Proviñsoù Iwerzhon

  • ██ Laighin
  • ██ An Mhumhain
  • ██ Connachta
  • ██ Ulaidh
  • Stadegoù
    Gorread 84 421 km²
    Poblañs (2011): 6 241 700

    Ar pevar froviñs

    kemmañ
    Proviñs Banniel Anv saoznek Poblañs (2022) Gorread (km²) Stankter Niver a gontelezhioù[n 1] Pennlec'h
    Cúige Laighean   Leinster 2 858 501 19 801 140 12 Dulenn
    Cúige Uladh   Ulster 2 215 545 22 067 100 9 Béal Feirste
    Cúige Mumhan   Munster 1 364 088 24 675 55 6 Corgaigh
    Cúige Chonnacht   Connacht 588 583 17 711 33 5 Gaillimh
    1. Eus kontelezhioù hengounel ez eus kaoz amañ, neket eus kontelezhioù melestradurel.