Rosie the Riveter, "Rosie ar riñvederez", zo un ikonenn bobl eus SUA. Un arouez eus ar c'hwec'h milion a Amerikanezed a fardas armoù ha dafar brezel e-pad an Eil Brezel-bed eo.
Geraldine Hoff Doyle (1924-2010)[1] eo anv ar vaouez a voe implijet da batrom ar skritell. Rosies a veze graet ivez eus an holl vaouezed a laboure e labouradegoù. Daoust ma felle da 80% anezho derc'hel gant o labour, e voent lakaet da leuskel o fost labour ]d'ar baotred pa voe echu ar brezel.

We Can Do It!, skritell gant J. Howard Miller (1943)

Implijet e vez ivez gant gwregelourezed, ha deuet eo da vezañ arouez perzh an Amerikanezed e buhez armerzhel ar vro ivez[2].

 
Ur vaouez o sevel ur c'harr-nij bombezenniñ A-31 Vengeance e Nashville, Tennessee, e 1943

E-pad an Eil Brezel-bed e voe aozet ur frapad kelaouiñ e SUA da ziskouez d'an dud e c'halle ar maouezed rivediñ, soudañ pe sevel kirri arme e-lec'h chom er gêr pe bezañ rediet da labourat e tachennoù boutin dezho evel ar gwriat dilhad.

We Can Do It!, "Gouest omp d'ober !" krouet gant J. Howard Miller evit Westinghouse e 1943 eo ar skritell vrudetañ. Ar Rosie the Riveter orin zo e gwirionez tresadenn golo Saturday Evening Post, savet gant Norman Rockwell e 1943[3], hag a zo o vac'hañ Mein Kampf e-keit ha m'emañ o tebriñ ur sandwich. War he barlenn e weler ur pezh pistolenn da rivediñ[4],[5].

Er sevenadur

kemmañ

Sonerezh

kemmañ

Skritell Rosie a vez gwelet e video klip Raise Your Glass gant P!nk.

C'hoari video

kemmañ

Er c'hoari video Bioshock e reer "Rosies" eus mekanikoù da rivediñ hag a warez ar c'hoarezed bihan.

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.