Ross Sisters
Ar Ross Sisters a oa teir c'hoar eus Texas, SUA, kanerezed ha dañserezed, Aggie Ross, Elmira Ross, ha Maggie Ross, e gwirionez Veda Victoria (1927–2002), Dixie Jewel (1929–1963) ha Betsy Ann Ross (1926–1996),) hag a wee o c'horfoù en ur ganañ. Gwelet e voent er film Broadway Rhythm hag adarre en Entertainment! III e 1994.
Ganet e oant e Texas e ti Charles Adolphus ha Veda Cordelia Ross. Goude ober ar film "Broadway Rhythm," ez ejont da Europa ha gwelet e vezent e Londrez war al leurenn en abadenn "Piccadilly Hayride," etre 1946 ha 1948.[1] Enrollet e voe ar ganaouenn "Five Minutes More" gante," adkanet diwezhatoc'h gant Frank Sinatra.
Betsy Ann Ross (Aggie) a oa ganet e 1926, en Colorado City, Texas. Dimeziñ a reas da Robert "Bunny" Hightower, un dañser, e miz Genver 1947, hogen hennezh a oa lonker ha skizofrenour, ha dornañ anezhi a reas ma voe hogos dezhi bout lazhet. Ur mab o doe, Dana, ha meur a wech e voent gwelet e The Ed Sullivan Show. Robert Hightower a oa bet dimezet a-raok d'ar gorollerez Vera-Ellen, ur c'hoar da Rosemary Clooney er film White Christmas.
Veda Victoria (Vickie) Ross (Maggie) a oa ganet e 1927, e Roscoe, Texas. E 1950 e timezas en Paris da Robert Lamouret (1912-1959), un teurvouezhier gall a eas goude da SUA. Goude e varv ec'h addimezas da Bob Hender.