Rother (East Sussex)

Ar stêr Rother zo ur stêr eus kreisteiz Bro-Saoz hag a red a-hed 56 km a-dreuz kontelezhioù East Sussex ha Kent. Eieniñ a ra e-kichen Rotherfield en East Sussex hag en em deurel a ra e Mor Breizh.

Ar stêr Rother e-kichen Iden (East Sussex)

Nevez a-walc'h eo an anv Rother, eus ar 16vet kantved war a seblant, ha deveret eo diouzh anv kêriadenn Rotherfield m'emañ eien ar stêr. A-raok ar mare-hont e veze graet Limen anezhi. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement ha "stêr". Roud a gaver eus an anv-se c'hoazh en anv kêriadenn Lympne a oa Portus Lemanis en amzer ar Romaned.

Meur a vartezeadenn zo bet graet evit displegañ an anv-se :

  1. *lem = karv
  2. *lem, *lim = evlec'h
  3. *lim = geun, gwern, palud

Daveoù

kemmañ
  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.