Rotten Tomatoes zo ul lec'hienn internet stadunanat hag a ginnig burutelladennoù filmoù sinema ha danvez skinwel. An embregerezh a oa bet krouet e miz Eost 1998 gant tri studier eus an University of California, Berkeley: Senh Duong, Patrick Y. Lee, ha Stephen Wang. An anv "Rotten Tomatoes" zo deuet eus ar boaz gant an arvesterien da vannañ tomatez war al leurenn pa gavent fall an abadenn.

Logo Rotten Tomatoes

Abaoe miz Genver 2010, Rotten Tomatoes a zo perc'hennet gant Flixster, a zo bet perc'hennet gant Warner Bros. e 2011. E miz C'hwevrer 2016, Rotten Tomatoes hag e lec'hienn penn Flixster a oa bet gwerzhet da Comcast Fandango. Warner Bros. en deus dalc'het lodennoù eus an embregerezh.

Liammoù diavaezAozañ