Roxane
(Adkaset eus Roxanne)
Roxane zo un anv-badez gallek, Roxanne e saozneg hag e galleg Kebek.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus ar ger persek raokhshna a dalv kement ha " skedus evel gouloù-deiz".
Yezhoù all
kemmañ
Doare-skrivañ
kemmañKustum eo ar C'hallaoued da skrivañ gant un "n", ar saozneg gant daou, abalamour da zistagañ "a".
Tud
kemmañ- Roxane, anv gallek Roxana, pried Alesant Veur.
- Roxanne Hart, (1952-), aktourez stadunanat.
- Roxanne Morgan, unan eus anvioù-pluenn ar skrivagnerez saoz Mary Gentle.
An anv el lennegezh
kemmañ- Roxane, e Bajazet, gant Racine, er XVIIvet kantved.
- Roxane, er pezh-c'hoari gallek Cyrano de Bergerac, gant Edmond Rostand.
Brud
kemmañDeuet eo an anv da vout brudet, n'eo ket dre lennegezh c'hallek ar XVIIvet kantved studiet er skolioù, met gant ar ganaouenn saoznek Roxanne kanet gant The Police e 1978.