Ruaraidh MacThòmais

Ruaraidh MacThòmais pe Derick S. Thomson (e saozneg) (5 a viz Eost 192121 a viz Meurzh 2012) a oa ur skrivagner skosat, barzh, kelenner, geriadurour hag embanner skridoù gouezelek.

Genidik e oa eus enez Leòdhas, eus kêriadenn Pabail, evel Iain Mac a' Ghobhainn hag Anna Frater, skrivagnerien ouezelek int ivez, met tremen a reas ar braz eus e vuhez e Glasc'ho, pa oa kelenner gouezeleg e skol-veur ar gêr-se eus 1963 da 1991.

Brudet eo an ti-embann hag ar gelaouenn Gairm a voe savet gantañ evit embann skridoù gouezelek.

Graet en doa e studioù e Steòrnabhagh, e Leòdhas, ha goude-se e skolioù-meur Obar Dheathain (Aberdeen), Cambridge ha Bangor. Kelenn a reas e skolioù-meur Dinedin, Obar Dheathain ha Glasc'ho, betek ar mare ma'z eas war e leve e 1991. Prezidant Kuzul al Levrioù Gouezelek e voe eus 1968 da 1991 ; ezel e voe ivez eus ar Scottish Arts Council hag eus Strollad Broadel Skos (SNP).

Oberenn

kemmañ

ha meur a dorkad barzhonegoù embannet eus 1951 betek 2007.

E brezhoneg

kemmañ
  • Mar chuimhneachan (da zerhel soñj), danevell lakaet e brezhoneg gant Mikael Madeg, en dastumad Danevelloù gouezeleg a Vro-Skos (Brud Nevez, 1984).

Liammoù diavaez

kemmañ