Rude boy
Rude boy, rudeboy, rudie, rudi pe rudy a oa gerioù implijet a-benn taolenniñ gwallgrennarded ar bloavezhioù 1960 e Jamaika. Implijet eo bet ar gerioù-se abaoe, e degouezhioù disheñvel[1],[2]. Implijet e voe ivez rude boy, rude girl ha gerioù all a-benn taolenniñ an dud entanet gant ar sonerezh ska 2 Tone, e dibenn ar bloavezhioù 1970 er Rouantelezh-Unanet. Implijet e voe ivez penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 da vare an trede luskad ska a ziwanas er Stadoù-Unanet. Hiziv an deiz e vez lavaret rude boy ha rude girl e luc'haj ar Rouantelezh-Unanet a-benn envel kement den yaouank a gemer perzh el luskad anvet sevenadur ar straedoù (street culture).
Ar rude boys kentañ (re ar bloavezhioù 1960) a oa peurliesañ a orin eus karterioù paourañ Kingston. Eno e oa ar sonerezhioù ska ha rocksteady ar re a blije ar muiañ dezho. Diouzh ar c'hiz en em wiskent pa'z aent d'an dancehall pe pa vezent o kantren er straedoù. Al lod brasañ anezho a grogas da wiskañ chupennoù cheuc'h, kravatennoù strizh, togoù pork pie pe re Trilby, diwar levezon filmoù gangster ar Stadoù-Unanet, ha hini ar sonerien jazz ha soul. Er memes mare e kavas ul lod anezho labour er sound system : plantañ reuz a rejont e-kerzh ar c'henstrivadegoù dañs, ha diwar an emzalc'h-se e voe krouet an dro-lavar saoznek dancehall crasher. An emzalc'h-se hag o zech d'en em gannañ er straedoù a voe penn-kentañ sevenadur feulst ha politikel ar gangoù er Jamaika. A-feur ma kreskas an niver a zivroidi a Jamaika er Rouantelezh-Unanet er bloavezhioù 1960 e voe levezonet al luskad skinhead gant ar sevenadur rude boy, koulz a-fet sonerezh, doare d'en em wiskañ ha feulster[3],[4].
Gwelout ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Talk Jamaican - Patois Dictionary
- ↑ A dictionary of slang - "R" - Slang and colloquialisms of the UK. “"young male [or female], tough, style conscious and with plenty of attitude.”
- ↑ Old Skool Jim. Trojan Skinhead Reggae Box Set liner notes. London : Trojan Records. TJETD169.
- ↑ Marshall, George (1991). Spirit of '69 - A Skinhead Bible. Dunoon, Scotland : S.T. Publishing.