Ruigoord a oa un enezenn hag ur gêriadenn en Houtrakpolder en IJ meer e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus kêr Amsterdam eo bremañ, hag emañ 8 km ac'haleno da Haarlem war-du ar reter.[1]

Lec'hiadur Ruigoord en Amsterdam
Iliz Ruigoord

Er bloavezhioù 1960 e voe skarzhet holl annezidi Ruiggord gant ti-kêr Amsterdam peogwir e oa bet soñjet kreskiñ porzh Amsterdam, met ne voe ket kaset ar raktres da benn. E 1973 e teuas ur strollad arouzien da skwatiñ, ha fellout a rae dezho sevel ur c'hamp arzourien[2]. Bez ez eus eus ar c'hamp hiziv an deiz, en un doare ofisiel. Festoù a vez aozet ganto en iliz, hag ivez ur festival, bep bloaz e miz Eost[3].

Notennoù kemmañ

  1. ANWB Topografische Atlas Nederland, Topografische Dienst and ANWB, 2005.
  2. https://web.archive.org/web/20081203101708/http://www.etext.org/Politics/Autonome.Forum/Autonomous.Left/netherlands.squats.march-1996
  3. Landjuweel 2008!

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.