Rysy (e poloneg hag e slovakeg, distaget [ˈrɨsɨ] e poloneg ha [ˈrisi] e slovakeg) zo ur menez en Tatra Uhel, war an harzoù etre Slovakia ha Polonia. Teir c'hern zo d'ar menez : an hini kreiz zo 2503 m uhelder, hini ar gwalarn zo 2499 m uhelder, ha hini ar gevred zo 2473 m uhelder. Kern ar gwalarn eo menez uhelañ Polonia ; emañ an div all e Slovakia, er c'hreisteiz d'ar vevenn etre an div vro.

Rysy

E 1840 e oa bet daou zen, Eduard Blasy ha Ján Ruman Driečny, o krimpañ betek al lein evit ar wech kentañ.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.