Sòdhaigh (distaget ˈs̪ɔː.aj e gouezeleg Skos ; Soay e saozneg) zo un enezenn eus Bro-Skos, 10,36 km² he gorread, e-kichen enez Sgitheanach.

Enez Sòdhaigh
  • ██ Sòdhaigh
  • Er mervent da Sgitheanach emañ Sòdhaigh, etre an enezenn vras-se ha Rùm. Evit mont da enez Sòdhaigh ez eus bagoù a loc'h eus porzh Ealaghol, e Sgitheanach.

    Dont a ra anv an enezenn eus an norseg Sauða-ey, a dalveze kement hag "Enez an Deñved".

    En XIXvet kantved e oa bet betek 158 o vevañ war an enez, met en XXvet kantved e tigreskas niver an annezidi hag e 1953 e voe kaset ar re a chome da enez Rùm, war o goulenn. E 2011 ne oa nemet 3 den o chom e Sòdhaigh.

    Levrlennadur

    kemmañ