Sabbataï Tsevi
Sabbataï Tsevi (pe Zvi, Tzvi, Zevi, Zewi, Sevi, שַׁבְּתַאי צְבִי (Shabbetaï Tzvi) en hebraeg ha Sabetay Sevi en turkeg ; kentanv skrivet Sabbathai pe Shabtai ivez) a zo bet ganet e Smirn (bremañ Izmir e Turkia) d'ar 1añ a viz Eost 1626. Aet eo da Anaon en harlu e Ulcinj (Dulcigno) er Montenegro a-vremañ, e-kichen Albania a oa e dalc'h an Otomaned d'ar mare-se ; marvet war dro ar 17 a viz Gwengolo 1676.
Gwelet eo bet en e amzer evel ar Mesiaz gant un toullad yuzevien. Awenet en deus sektenn ar Sabbateaned pe Dönme e Turkia.