Sabina Grzimek (12 a viz Du 1942 e Roma) a zo ur gizellerez alaman.

Liegendes Paar (1981)

Familh

kemmañ
 
Junge aus der Marienburger Straße (arem)(1983/84)
 
Mutter und Kind (1981)

Bugel henañ ar c'hizeller Waldemar Grzimek hag al livourez ha priourez Christa von Carnap eo Sabina Grzimek. Jana Grzimek, he hanter-c'hoar, a zo arzourez ivez. Sabina Grzimek a voe dimezet gant ar mirdiour Peter Schwarzbach eus 1973 betek 1979. Ur mab (Anton) hag ur verc'h (Anna) he deus.

Etre 1961 ha 1962 ec'h heulias kentelioù pleustrek e Porzellan Manufaktur Meißen ha goude-se e studias ar c'hizellañ betek 1967 e Kunsthochschule Berlin-Weißensee. Goude-se e labouras evel kizellerez, livourez ha dizagnourez grafek e Prenzlauer Berg. Abaoe 1972 e labour en Erkner. Abaoe 1997 e labour ivez evel kelenner e Grafik-Design-Schule en Anklam.

Oberenn

kemmañ

Sabina Grzimek a sav ul lodenn vras eus hec'h oberennoù gant maean-plastr, arem, pri poazh pe pri. Hec'h oberennoù a c'haller gwelout e:

Un nebeud engravadurioù ha livadurioù a zo deuet diwar he dorn ivez.

Prizioù

kemmañ
  • Gustav-Weidanz-Preis (1972)
  • Käthe-Kollwitz-Preis (1983)
  • Preis des Kunstfördervereins Weinheim (1994)
  • Ernst-Rietschel-Kunstpreis digant kêr Pulsnitz (1996)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Gerhard Grzimek, Rupprecht Grzimek: Die Familie Grzimek aus Oberglogau in Oberschlesien; in: Deutsches Familienarchiv, Band 10; Neustadt (Aisch): Degener, 19581 (Reutlingen: Herder-Institut, 20004)