Saints Row (heuliad c'hoarioù video)

heuliad c'hoarioù video
Saint Row
Doare C'hoari gwezh-avantur
Lodennoù 5:

Saints Row
Saints Row 2
Saints Row Undercover - C'hoari nullet
Saints Row: The Third
Saints Row IV

Krouerien Volition

High Voltage Software
G5 Entertainment
CD Projekt

Embanner THQ(2006-2013)

Deep Silver (2013-bremañ)

Doare C'hoari e-unan

Liesc'hoarier
Gwezh-avantur
Bed digor

Sistem diazez Xbox 360
Sistemoù Microsoft Windows

Xbox 360
Linux
Xbox One
PlayStation 3
PlayStation 4

Bro Volition Flag of USA.svg Stadoù-Unanet Amerika
Devezh embannadur Saint Row - 29 a viz Eost 2006
Lec'hienn internet https://www.saintsrow.com
Peseurt oad PEGI 16.svg

Saints Row a zo un heuliad c’hoarioù video doare gwezh-avantur en ur bed digor krouet gant ar studio Volition hag embannet a-benn bremañ gant Deep Silver.

E-pad an E3 e 2011 - Bruderezh d'ar c'hoari Saints Row The Third

Istor ar c’hoari a zo hini ur gang Amerikan anvet ar Third Street Saints, ‘pezh a ro anv an heuliad c’hoarioù. An doare da c’hoari pe gameplay a zo unan doare frank pe bed digor dre an doare c’hoari hag a zo kemmesk etre unan nann linenneg ha gwezh-avantur gant ul lodenn redadeg. An heuliad a zo brudet dre an tu farsus d’ar c’hoarioù. Istorioù an heuliad c’hoarioù video a zo bet skrivet evel istorioù farsus gant liammoù ouzh ar sevenadur poblek : adkemerioù troet gant ar fent, gwazoniezhoù pe c’hoazh luadennoù. Goude bezañ bet echuet gant ar c’hoari video Red Faction II e fin ar bloavezh 2002, ar sevenerien eus an embregerezh Volition o devoa staget gant al labour war ur c’hoari nevez anvet Saints Row. Embannet e oa bet ar c’hentañ c’hoari diazez d’an heulienn e 2006 ha degemeret mat gant ar buruteladennerien hag o kaout berzh mat gant ar werzhadennoù.

E 2008 e oa bet embannet an eil tamm d’an heuliad anvet Saints Row 2, degemeret e oa bet mat evel an hini gentañ d’an heuliad ha berzh mat a reas da geñver gwerzh betek muioc’h c’hoazh evit e hendad. An trede lodenn d’an heuliad anvet, Saints Row: The Third a oa bet embannet d’ar 15 a viz Du 2011. Ar pevare tamm, Saints Row IV a zo bet embannet d’an 20 a viz Eost 2013, gant un ouzhpennadur doare standalone anvet Gat out of Hell embannet d’an 20 a viz Genver 2015 e Norzh-Amerika ha d’an 23 a viz Genver 2015 en Europa. E miz Gwengolo 2013, an Heuliad c’hoarioù video Saint Row a oa bet gwerzhet ouzhpenn da 13 million skouerenn, ar pezh a lak an heuliad da vezañ unan eus ar re gwerzhet ar muiañ e bed ar c’hoarioù video. Alies e vez keñveriet gant an heuliad c’hoarioù video Grand Theft Auto (GTA).


C'hoarioùAozañ

Lodennoù d'an heuliad c'hoarioù Saints Row
Embannadur Titl Urzhiataer 7vet remziad 8vet remziad Sevener Eil sevenerien
2006 Saints Row Netra X360 Netra Volition Netra
2008 Saints Row 2 Windows, Linux, SteamOS X360, PS3 Netra Volition CD Projekt (PC port)
2010 Saints Row Undercover C'hoari nullet[1] Netra PSP Netra Volition Netra
2011 Saints Row: The Third Windows, Linux, SteamOS X360, PS3 Netra Volition Netra
2013 Saints Row IV Windows, Linux, SteamOS X360, PS3 Xbox One, PS4 Volition High Voltage Software (Re-Elected, DLC)

Soñjet e oa bet da sevel ur c'hoari anvet Saints Row Undercover war PSP met nullet e voe er bloavezh 2010. An tu a zo bet roet d'e bellgargañ digoust er bloavezh 2016 gant ar studio Volition[2].



Notennoù ha daveennoùAozañ