• Evit an heuliad c'hoarioù video Saints Row gwelet Saints Row.
  • Evit an heuliad c'hoarioù video gwelet Red Faction.

Deep Silver Volition, LLC ofisiel Volition, Inc., berraet gant ar stumm Volition a zo un embregerezh produiñ c'hoarioù video krouet e 1996 e Champaign, Illinois, e Stadoù-Unanet Amerika. An embregerezh a zo bet krouet pa voe rannet Parallax Software (krouer an heuliad c'hoarioù Descent) e daou damm, Volition hag Outrage Entertainment, gant e penn Mike Kulas ha Matt Toschlog e miz Du 1996.

Volition
sevener c'hoarioù video
Tachenn obererezhioùvideo game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1996 Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Perc'hennet gantPlaion Kemmañ
Aozadur mammTHQ Nordic Kemmañ
Sez sokialChampaign Kemmañ
Produc'hoari video Kemmañ
Deiziad divodadur31 Eos 2023 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.volitiongames.com Kemmañ

Anavezet eo ar studio evit bezañ bet savet heuliadoù c'hoarioù video o doa bet graet berzh bras evel Red Faction pe Saints Row. D'an 31 a viz Eost 2023 e oa divodet ar studio ha roet ar gwirioù war an oberennoù d'ar studio Plaion.

Istor ar studio kemmañ

Pa oa suj Volition.inc d'ar studio hag embanner Interplay Entertainment e oa bet savet an heuliad c'hoarioù FreeSpace. Un heuliad c'hoarioù doare drevezadur emgann en egor. Pa erruas Interplay d'an ampoent d'ar freuz-stal, Volition.Inc a oa bet prenet gant ar studio THQ e miz Gwengolo 2000. Abaoe, Volition.Inc en deus bet savet e-leizh a c'hoarioù brudet evel an heuliad Red Faction, an heuliad Summoner, The Punisher, hag an heuliad holl vrudet Saints Row.

Insane, a zo ur c'hoari sevenet gant harp Guillermo del Toro kemenet e 2010 hag a oa da vezañ embannet a oa bet nullet gant Volition.inc e 2012. Del Toro en deus bet embannet abaoe e kendalc'he al labour war ar c'hoari Insane met gant ur studio all chomet dianav betek-en.

Pa erruas THQ etrezek ar freuz-stal, e-leizh a embregerezhioù a oa dedennet gant lodennoù eus ar studio. Penn-rener Volition Inc., Dan Cermak a embannas e oa Warner Bros., Electronic Arts, Take-Two, Ubisoft, Deep Silver, kement hag ur strollad dianav a orin eus Chicago a oa deuet da welladenniñ ar studio nebeut sizhunvezhioù a-raok ma vefe roet lañs d'ar werzhadenn. Volition a oa bet prenet gant Koch Media evit 22.3 milion USD. an eil kinnig prenadenn a oa gant Ubisoft evit ur sammad a 5.4 milion USD.

C'hoarioù savet kemmañ

Year Title Platform(s)
GameCube OS X Microsoft Windows Linux N-Gage PlayStation 2 PlayStation 3 PlayStation 4 Xbox Xbox 360 Xbox One
1998 FreeSpace: The Great War                      
1999 FreeSpace 2                      
2000 Summoner                      
2001 Red Faction                      
2002 Summoner 2                      
2002 Red Faction II                      
2005 The Punisher                      
2006 Saints Row                      
2008 Saints Row 2                      
2009 Red Faction: Guerrilla                      
2011 Red Faction: Armageddon                      
2011 Saints Row: The Third                      
2013 Saints Row IV                      
2015 Saints Row: Gat out of Hell                      
2017 Agents of Mayhem