Salva Kiir Mayardit

Salva Kiir Mayardit (ganet e 1951) zo ur soudard, ur politikour ha prezidant kentañ republik Soudan ar Su. Unan eus pennoù an emsavadeg e-pad eil brezel diabarzh Soudan e oa. Kas a reas Soudan ar Su war-zu an dizalc'hiezh.

D'an 11 a viz Eost 2005 e teuas da vezañ prezidant rannvro emren Soudan ar Su ha besprezidant republik Soudan goude marv John Garang en ur gwallzarvoud biñsaskell. Bez' e oa ivez e penn Luskad Pobl evit Dieubiñ Soudan (Sudan People's Liberation Army).

E miz Ebrel 2010 e voe dilennet da brezidant ar rannvro emren gant 93% eus ar mouezhioù. E miz Genver 2011 e voe aozet ur referendom a ziskouezas e oa 98,8% eus ar mouezhioù a-du gant an dizalc'hiezh. D'an 9 a viz Gouere 2011 e voe embannet ar republik nevez gant Salva Kiir e penn ar Stad.