Samfylkingin (islandeg a dalvez Emglev sokial-demokrat) a zo ur strollad politikel sokial-demokrat islandat. Ur strollad eus an tu kleiz kreiz eo. Krouet eo bet an Emglev e 1999, hag ennañ ez eus bet kendeuzet pevar strollad e miz Mae 2000 : Alþýðuflokkurinn (Strollad sokial-demokrat), Alþýðubandalagið (Unvaniezh ar bobl), Samtök um kvennalista (Unvaniezh ar maouezed) ha Þjóðvaki (Emsav broadel). Dont a reas da vezañ strollad politikel brasañ Island goude dilennadeg ar parlamant e 2009. Jóhanna Sigurðardóttir (hag a zo ezel eus an Emglev) eo a zo kentañ ministrez Island. Dilennet eo bet da brezidantez an Emglev d'an 28 a viz Meurzh 2009 (98% eus mouezhioù izili ar strollad).

En dilennadegoù

kemmañ
Dilennadeg Niver a vouezhioù Dregantad Dileuridi Disoc'h
Dilennadeg parlamant Island, 1999 44 378 26,8% 17 Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island, 2003 56 700 31,0% 20 Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island, 2007 48 742 26,8% 18 Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island, 2009 55 758 29,8% 20 Trec'h

Liamm diavaez

kemmañ