Samuel Arnold (sonaozour)
- Ur pennad Samuel Arnold zo.
Samuel Arnold (10 a viz Eost 1740 – 22 a viz Here 1802) a oa ur sonaozour hag ograour saoz
Ganet e oa Samuel Arnold e Londrez. Lavaret ez eus bet e oa mab d'ar briñsez Amelia Breizh-Veur ha d’un Thomas Arnold. Kregiñ a reas da skrivañ sonerezh evit ar c’hoariva war-dro 1764. Un toullad bloavezhioù goude e oa rener sonerezh er Marylebone Gardens, ha kalz eus e bezhioù a voe savet evit se. E 1777 ez eas da labourat evit George Colman the Elder er Little Theatre, Haymarket.
E 1783 e voe anvet da ograour er Chapel Royal, hag e 1793 en Abati Westminster ma voe beziet e 1802.
Oberennoù
kemmañ- The Maid of the Mill (1765)
- Abimelech (1768)
- The Prodigal Son (1773)
- The Baron Kinkvervankotsdorsprakingatchdern (1781)
- The Castle of Andalusia (1782)
- Turk and No Turk (1785)
- Inkle and Yarico (1787)
Ober a reas ivez war-dro embann dastumad kentañ oberennoù Georg Friedrich Händel etre 1787 ha 1797, a voe embannet e 180 rann.