Aboubakar Sangoulé Lamizana (31 a viz Genver 1916 - 26 a viz Mae 2005) a oa ur soudard hag ur politikour eus Volta-Uhel (Burkina Faso hiziv), bet eil prezidant ar vro.

En em gavout a reas e penn ar Stad goude dilez Maurice Yaméogo d'an 3 a viz Genver 1966. E 1970 e cheñchas ar Vonreizh evit ma vefe an ofiser koshañ er rez uhelañ, da lâret eo eñ, e penn ar Stad. An Trede Republik a voe embannet e 1977 ha trec'h e voe en dilennadeg aozet da heul e 1978. D'ar 25 a viz Du 1980 e voe skarzhet da-heul un taol-Stad hag ar c'horonal Saye Zerbo a gemeras e garg.