Santa Lucia (kan)
Santa Lucia zo ur ganaouenn napolitanek savet gant Teodoro Cottrau ha kinniget evel ur bageergan e Naplez en 1849. Honnezh eo ar c'hentañ kanaouenn napolitanek a voe lakaet en italianeg e-pad ar Risorgimento, graet gant Cottrau e-unan. Kaoz zo enni eus pegen kaer eo ar gwel war ar mor adal ar Borgo Santa Lucia, unan eus karterioù kêr Naplez, ha pedet eo ar selaouer gant ur bageer da vont gantañ en e skaf da briziout freskter ar serr-noz. Deuet da vout unan eus ar brudetañ kanaouennoù italianek.
Yezhoù all
kemmañLakaet eo bet e meur a yezh.
- Brudet bras eo e broioù Lec'hlenn ma vez lidet ar santez e dibenn ar bloaz. E svedeg eo Luciasången pe Sankta Lucia, ljusklara hägring.
- E Bohemia ha Slovakia eo brudet evel Krásná je Neapol, savet gant Waldemar Matuška.
- E brezhoneg eo bet lakaet gant Roparz Hemon. N'eo ket bet sonenrollet en hon yezh gwech ebet avat.
Liammoù diavaez
kemmañKanet
- gant Enrico Caruso Santa Lucia
- gant Giuseppe Di Stefano e 1944 : [1]
- gant Mario Lanza : [2]