Saorgio
kumun Bro-C'hall
Saorgio en italianeg, Saorge e galleg, Savurgiu e ligureg, zo ur gumun c'hall e departamant an Alpes-Maritimes abaoe 1947, bloavezh Feur-emglev Pariz. Niver an annezidi a sav da 440 (1 Genver 2021).
Istor
kemmañ- E miz Mezheven 1793 e voe trec'h arme rouantelezh Sardigna war arme ar Republik c'hall e kentañ emgann Saorgio.
- E e miz Ebrel 1794, en Eil emgann Saorgio, e voe kemeret kêr gant ar C'hallaoued diwar-goust arme Sardigna-Piemonte.
Daskoret e voe kontelezh Nisa da rouantelezh Sardigna-Piemonte goude diskaret an impalaer Napoleon Iañ e 1815, met roet e voe en-dro da Vro-C'hall e 1860, ha Saorgio da-heul.