Feur-emglev Pariz (1947)
Feur-emglev Pariz, sinet d'an 10 C'hwevrer 1947, eo disoc'h koñferañs peoc'h Pariz dalc'het eus an 29 a viz Gouere betek ar 15 a viz Here 1946 e Pariz. Kevredidi an Eil Brezel-bed, Stadoù-Unanet Amerika, an URSS, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall peurgetket a atropas munudoù ar feur-emglev peoc'h gant Italia, Rouantelezh Roumania, Eil Republik Hungaria, Republik pobl Bulgaria ha Finland goude diwezh an Eil Brezel-bed[1].
Ar feur-emglev
kemmañSinet e oa ar feur-emglev etre ar Gevredidi, bet trec'h e diwezh an Eil brezel-bed diouzh un tu hag ar broioù trec'het, bet kevredet gant an Trede Reich. E-touez ar gevredidi e oa an URSS, ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet, Republik Bro-C'hall, Republik Polonia, Republik kevreadel sokialour Yougoslavia, Republik pobl Albania, Tchekoslovakia ha Rouantelezh Bro-C'hres. E-mesk ar broioù trec'het e oa ar broioù bet kevredet gant an Trede Reich met pas Alamagn hec'h-unan, rak n'he doa gouarnamant ebet ha meret e oa d'ar c'houlz-se gant ar Gevredidi (adkavout a ray ur gouarnamant e 1949) : Republik Italia, Rouantelezh Roumania, Republik Hungaria, Republik Pobl Hungaria ha Republik Finland.
Cheñchamantoù harzoù ha digolloù
kemmañBulgaria
kemmañRepublik Pobl Hungaria a oa degaset d'he harzoù eus ar c'hentañ a viz Genver 1938, mui Su Dobroudja, bet roet dezhi e 1940 a-drugarez da dredeogiezh Hitler. Paeañ a rae 25 milion a zollaroù da Yougoslavia evel digoll eus dalc'herezh Makedonia ar Vardar, ha 45 milion a zollaroù da Vro-C'hres evel digoll eus dalc'herezh Proviñs Reter-Makedonia-ha-Trakia.
Finland
kemmañFinland a zileze kreisteiz Karelia gant Vyborg (ranket he doa he dilezel dija goude tagadenn sovietek 1940), ha broioù Petsamo ha Salla. Paeañ a rae un digoll 300 milion a zollaroù d'an URSS evel digoll evit ar « Brezel kendalc'h ». Lezel a rae an URSS da sevel ur porzh brezel e Ledenez Porkkala.
Hungaria
kemmañAdkaset e oa Hungaria d'he harzoù eus ar c'hentañ a viz Genver 1938, nemet teir c'hêriadenn e bro Győr-Moson-Sopron, a oa roet da Dchekoslovakia. Paeañ a rae un digoll 300 milion a zollaroù d'an URSS evel digoll evit bezañ kemeret perzh an oberiadur Barbarossa, ha 100 milion a zollaroù da Dchekoslovakia ha da Yougoslavia evel digoll evit dalc'herezh tiriadoù eus ar broioù-se hag evit aloubadeg Yougoslavia.
Italia
kemmañGant Italia e voe kollet Istria: roet e voe proviñsoù Fiume, Zara, an darn vrasañ eus Gorizia ha Pola da Yougoslavia; ar peurrest eus Istria ha proviñs Trieste ac'h eas d'ober ur stad nevez (Tiriad dieub Trieste) rannet etre daou dakad meret gant ur gournamant da-c'hortoz dindan evezh ar Broadoù-Unanet
E 1954 e voe staget Proviñs Trieste (Takad A) ouzh Italia, hag Istria (Takad B) ouzh Yougoslavia, evel ma voe anavezet gant Feur-emglev Osimo e 1975.
Gant Feur-emglev Pariz 1947 e voe staget un toulladig kumunioù italian eus Saonenn ar Roia (Tenda, Belvedere (Bro-C'hall), La Brigue) ouzh departamant gall an Alpes-Maritimes. Nac'h a reas Bro-C'hall gwareziñ an italianeg er c'humunioù-se a zo bet gallekaet diwar neuze. Reiñ a rae Italia da Vro-C'hall 3, 22 km² e boulc'henn ar Sant-Bernard-bihan, 81,79 km² war pladenn ar Menez-Cenis (Kaset e oa an harzoù en tu all d'ar voulc'henn), 47 km² er menez Thabor (gant an « draoñienn strizh ») ha 17,1 km² er menez Chaberton[2].
Reiñ a rae da Vro-C'hres inizi ar Mor Egea ha koll a rae holl he zrevadennoù en Afrika : Libia, Eritrea (roet da Etiopia) ha Somalia.
Paeañ a rae 25 milion a zollaroù da Impalaeriezh Etiopia evel digoll eus an eil brezel etre Etiopia hag Italia hag eus dalc'herezh Etiopia, 5 milion a zollaroù da Republik Pobl Albania evel digoll evit hec'h aloubadeg ha dalc'herezh ar vro, 105 milion a zollaroù da Rouantelezh Bro-C'hres evel digoll evit tagadenn ar vro-se ganti hag ar perzh kemeret e dalc'herezh ar vro e-pad an Eil Brezel-bed, 125 million a zollaroù da Republik kevreadel sokialour Yougoslavia evel digoll eus ar perzh he doa kemeret en aloubadeg hag e dalc'herezh ar vro, ha 100 milion a zollaroù d'an URSS evel digoll eus ar perzh he doa kemeret en oberiadur Barbarossa.
Roumania
kemmañRouantelezh Roumania a resevas norzh Treuzsilvania a oa bet roet da Republik Hungaria dindan levezon Hitler e 1940. Dilezel a rae [Besarabia]] (emañ ar pep brasañ e Moldavia hiziv) ha norzh Bukovina d'an URSS. Reiñ a rae su Dobroudja da Vulgaria. Paeañ a rae un digoll 300 milion a zollaroù d'an URSS evel digoll evit e berzh en oberiadur Barbarossa.
Levrlennadur
kemmañ- Dictionnaire d'Histoire universelle, Éditions Bordas, 2004.
- Jean-Louis Ricot, "La Finlande dans la Guerre de Continuation (1941-1944) : sauver l’indépendance nationale au milieu des totalitarismes", Histomag 39-45, Juillet-Août 1984, Niverenn ispisial diwar-benn brezelioù Finland..
Notennoù
kemmañ- ↑ Ricot, 1984.
- ↑ Le traité de paix de 1947 e cndp.fr.