Sara María Aldrete (6 a viz Gwengolo 1964 e Matamoros), lesanvet La Madrina (ar vaeronez), a zo un drafikerez dramm hag ul lazherez a steudad vec'hikan. Studiañ a reas e Brownsville e Texas ma voe degemeret da annezadez. Evel-se e c'hellas enskrivañ e Texas Southmost College. Gwelet e veze evel ur studierez avat, ha studiañ a reas an deskadurezh korf ha sport a-benn tapout un diplom kelennerez.

Sara Aldrete
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhMec'hiko Kemmañ
Anv-bihanSara Kemmañ
Anv-familhAldrete Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gwe 1964 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMatamoros Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Michertrafiker dramm, lazher a steudad Kemmañ

Kejañ a reas ouzh an trafiker dramm Adolfo Constanzo. Ouzhpenn trafikañ dramm e oa ivez e penn ur sektenn. Gantañ eo e teskas-hi ar sorserezh hag an hud du. Gant Constanzo e voe lesanvet "La Madrina". Constanzo a lazhe trafikerien dramm all hag ec'h implije tammoù eus o c'horfoù e-pad lidoù a veze aozet en un dastumlec'h dilezet e-kichen Matamoros. Tammoù eus ar vuntridi a veze poazhet en ur gastelodenn anvet nganga. Constanzo a lakaas Sara Aldrete da eil en e sektenn ha goulenn a reas ganti ober war-dro an diskibien tra ma kase-eñ kanab d'ar Stadoù-Unanet.

E 1989 e voe aberzhet muioc'h-mui a dud. Un tourist amerikan, Mark J. Kilroy, a voe skrapet. D'ar 6 a viz Mae 1989 e voe dizoloet kuzhiadell (en ur ranndi dilezet e Mec'hiko) Constanzo gant ar polis. Er ranndi e voe kavet korf Constanzo ha hini unan eus e ziskibien. Ur pennadig goude e voe harzet Sara Aldrete hag e 1990 e voe kondaonet da 6 vloaz en toull-bac'h evit bezañ bet ezel eus ur strollad torfedourien. E-pad un eil prosez e voe lakaet da vuntrerez hag ouhzpennet e voe 62 vloaz toull-bac'h dezhi. Ma teufe er-maez eus an toull-bac'h e vefe kaset d'ar Stadoù-Unanet ma vefe barnet evit muntr Mark Kilroy.

Er sinema

kemmañ
  • Borderland, film mec'hikan hag amerikan sevenet e 2007 ha diazezet war afer Kilroy.

Liamm diavaez

kemmañ