Sarah Jacob (12 Mae 185717 Du 1869) a oa ur plac'h yaouank eus Sir Gaerfyrddin, e Kembre, hag a voe brudet e Breizh-Veur a-bezh evel the Welsh Fasting Girl ("ar Gembreadez o yunañ"). Lavaret a rae he zud, Evan ha Hannah Jacob, he doa bevet e-pad daou vloaz hep debriñ nag evañ, ar pezh a sachas evezh ar c'hazetennoù hag ar vedisined. Soñjal a reer e c'houzañve diwar anorexia nervosa, ur c'hleñved a vire outi a zebriñ. Mervel a reas gant ar c'hleñved-se.

Sarah Jacob
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKembre Kemmañ
Anv-bihanSarah Kemmañ
Anv-familhJacob Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mae 1857 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLlanfihangel-ar-Arth Kemmañ
Deiziad ar marv17 Kzu 1869 Kemmañ
Michermuse Kemmañ
Staget ouzhSarah arall Kemmañ

He buhez

kemmañ

Ganet e voe Sarah war ar maez e Letherneuadd Uchaf e-kichen Pencader, e Sir Gaerfyrddin, e 1857. Eno e tremenas he buhez verr. Adalek he dek vloaz e konter e tremene hep boued e-pad prantadoù hirik. He zud a reseve ar re a gare dont da welet o merc'h, ha lavaret a raent n'he doa ket debret e-pad meur a viz. Ha goulenn a raent digant ar weladennerien reiñ arc'hant eviti. E dibenn he buhez e chome war he gwele gant ar gwan ma oa, gwisket evel ur plac'h nevez. Mervel a reas e 1869, en he daouzek vloaz. Ensellet e voe he c'horf, goude he marv, ha gwelet e voe he doa debret un tammig boued nebeud amzer a-raok.

Kaset e voe he zud dirak al lez-varn goude-se, tamallet e voe dezho bezañ lazhet o merc'h ha kondaonet e voent d'an toull-bac'h.

Liamm diavaez

kemmañ