Saverezh
Ar saverezh pe adeiladerezh a zo an heuliad araezoù hag a zo da lakaat en-dro evit sevel savadurioù, danframmoù (danadeiladoù), aveadurioù greantel hag evit ober war-dro betek ma ne vo ket mui anezho.
Kregiñ a ra, peurvuiañ, gant sevel ur steuñv, termeniñ an arc'hantaouiñ hag an tres, kenstrollañ an dafaroù ken e ya an dra da vezañ prest da vezañ implijet. Ouzhpenn-se e enlaka ar saverezh ar ratreadur hag an trezalc'herezh, hag al labourioù evit brasaat, gwellaat, digreskaat ha pep labour evit an dismantradur hag adaoz an dafaroù.
E meur a Stad e tegas ar saverezh ul lodenn a-bouez eus o froduadur gros diabarzh (PGD). An dispignoù graet e 2012 er bed a-bezh a dostae 4 zrilion a zollaroù, met 13 trilion $ e 2022 (13% eus ar PGD bedel)[1].
Uhel a-walc'h eo ar feur mervel dre ar gwallzarvoudoù a c'hoavez e-kerzh al labourioù, da skouer e save da 20% eus an holl marvioù er greanterezh stadunanat e 2O19[2].