Say It Ain't So, Joe (kanaouenn)

Say It Ain't So, Joe (Lâr n'eo ket gwir, Joe) a zo ur ganaouenn saoznek (4:36 he fadelezh), savet ha kanet gant an arzour saoz Murray Head (1946-).

Lod eo eus eil albom Head — Say It Ain't So an titl anezhañ — a voe enrollet e studioioù e Londrez ha Willesden (Bro-Saoz) hag embannet e 1975. Dont a reas e-maez ur bladennig e 1975 ivez, Say It Ain't So, Joe war an tu A ha Don't Forget Him Now war an tu B.

En e albom When You're in Love (1995) m'en devoa adkemeret ar ganaouenn ennañ e tisplegas Murray Head e oa deuet an awen dezhañ goude bezañ gwelet un teulfilm diwar-benn Afer Watergate. Meneg a oa bet graet ennañ eus Shoeless Joe Jackson (1887-1951), ur c'hoarier baseball stadunanat (Chicago White Sox) hag a voe dic'hopret en abeg da grogadoù falset hag en devoa kavet gwelloc'h tevel warne (Afer Black Sox a voe graet eus kement-se).

Kanet e oa bet e 1977 gant Roger Daltrey[1] (1944-) ivez da-geñver e drivet albom One of the Boys.

Ar gerioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Pennkaner kozh The Who.