Schermer (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Dont a ra hec'h anv eus an nederlandeg "skir mere", a dalvez "lenn lufrus" (Groenedijk, 2000). 64,44 km² eo gorread Schermer, ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 5 331 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Schermer : Driehuizen, Grootschermer, Oterleek, Schermerhorn, Stompetoren, Zuidschermer. An daou ziwezhañ anezho a zo lec'hiet e polder Schermer. War dachenn ar gumun ez eus tri folder all : Oterleek, Mijzenpolder hag Eilandspolder.

Lec'hiadur Schermer
Banniel Schermer
Ardamez Schermer
Krugell an oadoù (01/01/2008)
Ur veilh e Schermerhorn

E-tro 800 e oa un daouarc'heg e-lec'h m'emañ Schermer hag ur stêr vihan anvet Schermer a dremene eno. Toullañ a reas mab-den da zastum taouarc'h ken e teuas ar stêr vihan da vezañ ul lenn liammet ouzh ar Zuiderzee e 1250. Er XVIIvet kantved e voe dizouret lodenn vrasañ al lenn war-bouez an hini anvet Alkmaardermeer, er su. E 1635 e voe dizouret 47, 7 km² a bolderioù.

Kuzul-kêr

kemmañ

E kuzul-kêr Schermer ez eus 11 dileuriad :

  • CDA - 3 dileuriad
  • Gemeentebelangen - 3 dileuriad
  • SGOL - 2 zileuriad
  • VVD - 2 zileuriad
  • PvdA - 1 dileuriad

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.