Seedienst Ostpreußen

Ar Seedienst Ostpreußen a oa ur gompagnunezh listri alaman, da vont eus proviñsoù Pomerania, ha Schleswig-Holstein goude, da Brusia ar Reter, etre 1920 ha 1939.

Skritell bruderezh evit ar Seedienst Ostpreußen e 1936
Roll-meuzioù evit ar prezidant Friedrich Ebert e bourzh al lestr MS Hertha

Kenarroud politikel

kemmañ

Goude fin ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet aotreet Polonia en-dro da gaout un hent etrezek ar Mor Baltel dre Trepas Polonia; an tiriad-se a oa bet ul lodenn eus Polonia a-raok 1772, pa voe aloubet gant Rouantelezh Prusia e-pad kentañ rannidigezh Polonia. An trepas a ranne Republik Weimar diouzh an tiriad nevez krouet Prusia ar Reter. Dre an disparti-se, Ministrerezh an dezougen alaman en devoa savet ar Seedienst Ostpreußen evit kas bigi-treizh da liammañ ar vro gant an tamm douar-se.