Digeriñ al lañser pennañ

Sergio Bianchi (c'hoarier echedoù)

Sergio Bianchi

Sergio Bianchi a zo bet ganet e 1920 e Venezia (Italia) ha marvet d'an 16 a viz Ebrel 1978 e Firenze (Italia).

Mestrc'hoarier echedoù italian.

Unan eus kentañ mistri Sergio Mariotti e voe.

Er pellechedoù e tapas e wellañ disoc'hoù.

Mestr ASIGC (Associazione Scacchistica Italiana Giocatori per Corrispondenza - Kevredigezh C'hoarierion Pellechedoù Italia) edo. Ar maout a zeuas gantañ e 1962 er 14vet Kampionad italian Pellechedoù gant un disoc'h dreist-ordinal: ur bartienn nul hepken, dre pat, ha trec'hoù hepken mod-all. Meur a wezh e voe ezel eus Skipailh Italia e kenstrivadegoù etrebroadel, gant tremen 50%ar poentoù er C'hampionad Kentañ Pellechedoù Europat ha gant 10 poent diwar 12 en 2vet Coppa Latina.