Ur serr-prim[1] zo un dra aozet gant danvez ha metal (pe plastik a-wechoù) da brennañ ur pezh dilhad pe ur sac'h, ur c'hodell, pe c'hoazh botoù. Gallout a ra ivez serriñ div wiadenn evel dor un deltenn, pe div lodenn un dra evel ur valizenn.

Serr-prim war ur bragoù jeans
Daou serr-prim, unan e plastig hag egile e niloñs.

Ijinet e voe ar serroù gant ruzerez kentañ er Stadoù-Unanet e 1851 e Chicago gant an ijinour Elias Howe[2], ha goude e voe krouet ur serr danzeetoc'h gant Whitcomb Judson e 1893.

Lakaet e voe marilhañ ar breved kentañ e 1913 gant an ijinour svedat ha stadunanat Gideon Sundbäck. Prenet e voe ar breved e 1923 gant ar suis Martin Othmar Winterhalter hag a grogas da broduiñ serroù-prim a steud. Sevel a reas an embregerezh Riri SA e 1936 e Mendrisio e Suis.

Notennoù

kemmañ