Seziz Sevastopol (1941-1942)
Seziz Sevastopol, anvet ivez Difennerezh Sevastopol (rusianeg: Оборона Севастополя, Oborona Sevastopolya) pe Emgann Sevastopol (alamaneg: Schlacht um Sewastopol) a oa bet un emgann war Talbenn Reter an Eil Brezel-bed. Ar c'hampagn brezel a oa bet stourmet etre nerzhioù an Ahel (Alamagn, Roumania) enebet ouzh nerzhioù soviediz Sevastopol, ur porzh e Krimea war ribl ar Mor Du.
Rann eus | istor Sevastopol, Talbenn ar Reter |
---|---|
Stad | Rusia, Ukraina |
Lec'h | Sevastopol |
Daveennoù douaroniel | 44°36′17″N 33°32′28″E |
Deiziad kregiñ | 30 Her 1941 |
Deiziad echuiñ | 4 Gou 1942 |
Prantad | 1941-1942 one-year-period |
D'an 22 a viz Even 1941, nerzhioù lu an Ahel o devoa aloubet URSS e-kerzh an Oberiadur brezel Barbarossa. Nerzhioù douar an Ahel a oa degouezet e Krimea e diskar-amzer 1941 hag aloubet e oa bet darn eus al lec'h ganto. Ne chome nemet ur pal da aloubiñ ganto hag e oa Porzh Sevastopol. Meur a wech e voe taget evit klask aloubiñ kêr e miz Here ha miz Du 1941. Un dagadenn veur a oa raksoñjet a-benn fin miz Du. Gant glaveier spontus e voe daleet betek ar 17 a viz Kerzu 1941. Nerzhioù lu an Ahel, renet gant Erich von Manstein, ne oant ket deuet a-benn da aloubiñ Sevastopol e-kerzh ar c'hentañ oberiadur. An nerzhioù lu soviedat o devoa savet un dilestradenn war ledenez Krimea e miz Kerzu 1941 evit terriñ ar seziz ha diduañ an Ahel diouzh o lec'hioù difenn ha tagañ. An oberiadur-brezel en doa savetaet Sevastopol, met war hir dermen e oa bet torret rak ar penn a oa bet troc'het e reter Krimea e miz Mae 1942.
-
Soudarded Flodad ar Mor Du soviedat en un tren hobregonet
-
Trevourien gant soudarded alaman, poltred propaganda gant an SS-PK