Shōjo Comic
Shōjo Comic (japaneg : 少女コミック berraet e 少コミ Shōkomi, Sho-Comi pe Shōcomi) a zo ur magazin manga shōjo a vez embannet div wech ar miz e Japan gant Shōgakukan. Krouet eo bet e 1968. Pa voe krouet e oa ur sizhunieg, ha sizhuniek e chomas betek ar bloavezhioù 1980. Er bloavezhioù 1970 e voe mebannet kalz mangaoù nevezer e Shōjo Comic, evel re Moto Hagio ha re Keiko Takemiya.
Ar mangaoù embannet ennañ a vez savet evit krennardezed. Pa voe krouet ar magazin ne oa ennañ netra a denne d'ar reizhelezh, ne veze ket diskouezet tud o pokañ an eil gant egile zoken. Gant an amzer o tremen ez eo cheñchet an traoù, hag embannet ez eus bet ennañ mangaoù enno reizhelezh evel Kaikan Phrase savet gant Mayu Shinjo. Hiziv an deiz ez muioch a reizhelezh er magazin evit ar pezh a gaver e Margaret hag e Hana to Yume.
Ar mangaoù embannet er magazin a vez embannet e albomoù s (tankōbon goude.
Mangaka ha mangaoù embannet e-barzh Shōjo Comic
kemmañ- Mitsuru Adachi
- Kotomi Aoki
- Moto Hagio
- Mann Izawa (senario) haYumiko Igarashi (tresañ)
- Gō Ikeyamada
- Moe Kare!!
- Uwasa no Midori-kun!!
- Shotaro Ishinomori
- Cyborg 009 (5vet doare, 1975–1976)
- Miyuki Kitagawa
- Kanan Minami
- Kaho Miyasaka
- Aqua Mizuto
- Iori Shigano
- Mayu Shinjo
- Kaikan Phrase
- Love Celeb
- Ai wo Utau yori Ore ni Oborero! (Blaue Rosen)
- Chie Shinohara
- Ao no Fūin Blue Seal
- Red River Sora wa Akai Kawa no Hotori
- Akatsuki no Lion Safaktaki Aslan
- Keiko Takemiya
- Masami Takeuchi
- Yuu Watase
- Rie Takada
- Kozue Chiba
Magazinoù stag
kemmañDiviz a-zivout ar pezh a zo er magazin
kemmañE 2007 e voe lakaet Sho-Comi da vagazin gwashañ evit ar re yaouank gant Japanese National PTA abalamour d'ar reizhelezh a gaver ennañ.[1] Kerent zo a zo aet e daremrped gant an embanner evit e gelaouiñ.[2] Hervez un enklask kalset gant Kevredigezh Embannerien Magazinoù Japan e 2005 ez eus 26% eus Sho-Comi hag a zo dindan 13 vloaz.[3]
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ http://comipress.com/news/2007/05/17/1981 Sho-Comi the Worst Shojo Manga Magazine for Children According to Japanese Parents, ComiPress, 17 a viz Mae 2007
- ↑ http://comipress.com/article/2006/11/30/1093 On Modern Shoujo Manga and Sex: Excessive Sexual Material in Shoujo Manga and Magazine, ComiPress, 30 a viz Du 2006
- ↑ http://comipress.com/article/2007/07/17/230 A History of Shojo, Loli, and Harmful Books, ComiPress, 17 a viz Gouere 2007