Shōgakukan
Shogakukan Inc. (japaneg : 株式会社小学館, da lavaret eo ti ar skol kentañ derez) a zo un ti-embann levrioù eus Japan. Krouet eo bet d'an 8 a viz Eost 1922. Mangaoù, magazinoù, DVDoù ha geriadurioù a vez embannet ganto.
Burevioù Shōgakukan e Tokyo
Gant Shōgakukan e voe krouet an ti-embann Shūeisha e 1925, ha gant Shūeisha e voe krouet Hakusensha e 1973. Hiziv an deiz ez eo distag an tri emberegrezh-se. Gant un dek ti-embann bennak all ez eont d'ober keiretsu Hitotsubashi, unan eus ar strolloù embregerezhioù embann brasañ e Japan.
An embanner amerikan Viz Media a zo perc'hennet gant Shōgakukan ha Shūeisha, ha gant Viz Media e vez embannet mangaoù an daou di-embann-se er Stadoù Unanet. Abaoe 1955 e vez roet bep bloaz Priz Shōgakukan da briziañ manga gwellañ ar bloaz.
Magazinoù embannet gant ShōgakukanAozañ
Mangaoù embannet gant ShōgakukanAozañ
Liamm diavaezAozañ
日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける