Weekly Young Sunday

Weekly Young Sunday (japaneg : 週刊ヤングサンデー) a oa ur magazin manga seinen sizhuniek a veze embannet e Japan gant Shōgakukan. An niverenn gentañ a zeuas er-maez d'an 10 a viz Ebrel 1987.[1] Kemer a reas lec'h Shōnen Big Comic ha kalz mangaoù bet embannet e-barzh Shōnen Big Comic a gendalc'has e-barzh Young Sunday. Anvet e veze ivez Yansan (ヤンサン).

A-benn lidañ 20vet deiz-ha-bloaz ar magazin e voe aozet ur werzh gant Shōgakukan ha Yahoo! Auctions Japan hag an argant dastumet avoe roet d'ar Groaz Wer. Meur a vangaka a roas tresadennoù orin sinet ha Shōgakukan a roas objedoù rouez liammet ouzh ar managoù embannet er magazin.[2],[3]

D'an 30 a viz Mae 2008 ec'h embannas tud Shōgakukan e vefe paouezet ar magazin, hag an niverenn ziwezhañ a zeuas er-maez d'an 31 a viz Gouere 2008.[4]

Mangaoù a veze embannet en niverenn ziwezhañ

kemmañ

Titloù gant * a voe lakaet da filmoù pe da stiradoù skinwel. Titloù gant ** a voe lakaet da fiñvtresadennoù, da filmoù pe da OVA.

Sources:[1]

YS Special

kemmañ

An holl vangaoù a veze embannet er magazin pa voe paouezet (Birdy the Mighty, Ikigami The Ultimate Limit, Kurosagi, Lost Man, Mogura no Uta, Oyasumi Punpun, Rainbow Nisha Rokubō no Shichinin, ha Tomehane! Suzuri Kōkō Shodōbu) a voe embannet goude-se e-barzh Big Comic Spirits.[5]


Mangaoù bet embannet penn-da-benn e Weekly Young Sunday

kemmañ

Daveoù:[1]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける