Shahba
(Adkaset eus Shabaa)
Ur gêr e Siria eo Shahba (arabeg: شهبا Shahbā), 87 km er c'hreisteiz da gêr Damask emañ, e Jabal el Druze er broviñs Muhafazat as Suwayda. Philippopolis e oa anvet e-pad an impalaeriezh roman, diwar anv un impalaer.
Istor
kemmañKêr c'henidik an impalaer roman Fulup an Arab e oa Shabaa. Pa gemeras ar galloud, e krogas gant adsevel anezhi. Philippopolis e oa anvet. Krediñ a reer e felle d'an impalaer sevel monumantoù niverus. Faezhet ha lazhet e voe en emgann Verona e 249 avat, ha dilezet e voe e raktres.
Kalz rivinoù roman ez eus c'hoazh er gêr.