Shaun Costello, ganet d'ar 1añ a viz Genver 1944 en New York hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Gouhere 2023 e Punta Gorda, a oa un aktour ha filmaozer pornografek ha saver filmoù spont stadunanat.

Implijet en devoa lesanvioù lies evel Helmuth Richler, Warren Evans, Russ Carlson, Oscar Tripe, pe Amanda Barton c'hoazh. Eñ a zo bet unan eus brasañ filmaozerien marevezh aour ar filmoù erotek pe pornografek e 1970-1980. Filmet en devoa ouzhpenn 70 film hag enoret e oa bet div wech gant un International Monitor Awards ha lakaet e anv evit un Adult Video News Awards.

Buhez kemmañ

Ur filmaozer puilh a oa eus Shaun Costello, gant ouzhpenn 70 film savet gantañ. Ouzhpenn bezañ filmoù pornografek pe erotek, alies e oant filmoù o vont pell ganti. Adkavet e vez ivez menegoù a-dreñv, n'int ket hepken filmoù gant lodennoù reizhel met kentoc'h filmoù troc'het gant lodennoù reizhel hag un istor gwirion.

Doare filmoù kemmañ

E filmoù pornografek a oa reoù gant ur senario ha treuzwiskoù. Alies e oant reoù gant ur meneg a-dreñv evel Waterpower embannet e 1974, kemmesk etre un darvoud gwirion ha kudennoù ar soudarded bet o vrezelat e Vietnam. Lod all a oa bet degemeret mat rak en desped da gaout lodennoù pornografek e oant mestroniet mat a-fed istor, gant fent ha menegoù gwirion evel Dracula Exotica embannet e 1980 [1].

Lesanvioù kemmañ

E-touez al lesanvioù lies implijet gantañ e oa Warren Evans, Amanda Burton, Russ Carlson, Gerard Damiano, Arthur Dietrich, Jack Hammer, Helmuth Richler, Ken Schwartz, Kenneth Schwartz, Howard Stein, John Stover hag Oscar Tripe.

Filmlennadur kemmañ

Filmoù kemmañ

Bloavezh Titl Filmaozer Notenn(où)
1973 Loops Gant Shaun Costello ha Bill Markle Chomet diembann [2]
1971 Forced Entry Shaun Costello lesanv Bill Markle Eus e holl rolloù, kantadoù anezho, Harry Reems a embann en e skrid-buhez eo an hini nemetañ a lak sevel kerse ennañ.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ