Si tous les gars du monde

Si tous les gars du monde zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Christian-Jaque e 1955.

La mer et le ciel a oa kentañ titl ar film a oa dleet bezañ fiziet e Henri-Georges Clouzot da gentañ-penn.

Anv ur ganaouenn brudet a-walc'h eo ivez Si tous les gars du monde, bet savet ar gerioù anezhi gant Marcel Achard hag an ton gant Georges van Parys a-benn-kaer evit ar film.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Bet eo al Lutèce, ur chaluter eus Konk-Kerne, e Mor an Hanternoz ha tra m'emañ an akipaj o pesketa eno e klañva an daouzek martolod anezhañ, hag int skoet gant un droug a hañval bezañ ar votulegezh. N'a ket radio ar bourzh en-dro ken ha, koulskoude, ar c'habiten Le Guellec en deus bet amzer a-walc'h da gas ur galv sikour war-bouez ur skingaser gwagennoù berr. Tapet eo ar gemennadenn gant ur radioamatour hag a zeuio a-benn da sevel ur chadenn gengred etrebroadel da gas louzeier d'ar vartoloded lakaet o buhez en arvar bras.

Roll ar gomedianed

kemmañ