Christian-Jaque
Christian Maudet, a vez graet Christian-Jaque anezhañ (4 a viz Gwengolo 1904 e Pariz − 8 a viz Gouere 1994, e Boulogne-Billancourt), a oa ur filmaozer gall. Savet en deus sketchoù, filmoù-berr, filmoù-hir ha kemeret perzh e meur a film-skinwel. Meur a vedalenn en deus bet ivez.
Goude studioù war an arzoù-kaer en doa savet skritelloù filmoù evit un embregerezh amerikan. Eus ar mare-se e teu e anv arzour. Kenlabourat a rae eno gant Jacques Chabraison, ha kensinañ a raent "Christian-Jacques". Mirout a ra an anv-se, cheñchet ar skrivadur anezhañ un tamm bihan-bihan.
FilmoùAozañ
Hir eo ar roll filmoù bet savet gantañ etre
- Le Bidon d’or (1932)
- La vie parisienne (1977)
Un nebeud filmoù brudet-tre gant Christian-Jaque:
- Les Disparus de Saint-Agil (1938)
- Fanfan la Tulipe (1952),
- Nana (1955),
- Si tous les gars du monde (1956),
- Le repas des fauves (1964)