Siboney (kan)

Siboney zo ur ganaouenn spagnolek savet gant ar sonaozour kuban Ernesto Lecuona e 1929. Skrivet e vije bet ar c'homzoù pa oa Lecuona pell diouzh Kuba, taget gant kleñved ar gêr, ha Siboney n'eo nemet Kuba.
Ar son Aozañ
Setu amañ deroù ar pozioù :
Siboney yo te quiero yo me muero por tu amor |
Siboney, da garout a ran, mervel a ran evit da garantez |
Brud Aozañ
- E 1931 e reas berzh pa voe kanet gant Alfredo Brito. Kanet eo bet abaoe gant Caterina Valente, Xiomara Alfaro, Dizzy Gillespie, Nana Mouskouri ha Percy Faith.
- Klevet e vez Siboney gant Nino Rota er film Amarcord[1] filmaozet gant Federico Fellini.
- Kanet eo bet gant Connie Francis er film 2046[2].
- Sonet eo gant Eliades Ochoa en e bladenn Estoy Como Nunca e 2002.
Notennoù ha daveennoù Aozañ
- ↑ Space Age Pop Music. "The Lecuona Song". Accessed 06-May-2011
- ↑ (en) Lec'hienn Internet Movie Database (IMDb)