Sibylle Anjev
Sibylle Anjev, marvet en 1165 e manati Betania, e rouantelezh Jeruzalem, a oa kontez Flandrez.
Merc'h e oa da Foulk V, kont Anjev ha Touren, deuet da vout roue Jeruzalem.
Dimezioù
kemmañDimezet e voe da gentañ en 1121 da Guillaume Cliton, a voe kont Flandrez, mab da Robert Courteheuse, ha degas a reas kontelezh Maine dezhañ evel argouroù. Torret e voe an dimeziñ en 1124, ha mervel a reas Guillaume en 1128.
Mont a reas da-heul he zad da Balestina ha dont a reas he zad da vout roue Jeruzalem. Eno ec'h addimezas e 1139 da Thierry Elsas, nevez deuet da vout kont Flandrez ivez.
Pa zistroas he fried Thierry Elzas d'an Douar Santel (1147-49), e oa dougerez hag e chomas da c'houarn kontelezh Flandrez. Baldwin IV Hainaut a lammas neuze war Flandrez, met Sibylle a oa darev da wilioudiñ a gasas un arme da lakaat freuz ha reuz en Hainaut, tra ma oa Baldwin oc'h ober kemend-all en Artez. Ret e voe da eskob Reims, Samson de Mauvoisin, mont da hanterour, hag un arsav-brezel a voe.
Pa deuas Thierry d'ar gêr e kasas an dorzh d'e amezeg fall.
En 1157 e fellas dezhi distreiñ da Balestina, hag ober a reas d'he fried Thierry dont d'he heul, ha setu eñ d'ober e drede beaj di eta. Pa voent erru eno e fellas dezhi mont da leanez da leandi Betania, ma varvas e 1165. (Saint-Lazare de Jérusalem)
Levrlennadur
kemmañ- N. Huyghebaert, Une comtesse de Flandre à Béthanie, in "Les cahiers de Saint -André", 1964, n°2, 15p.
- Steven Runciman, A History of the Crusades, vol. II: The Kingdom of Jerusalem. Cambridge University Press, 1952.
- William of Tyre, A History of Deeds Done Beyond the Sea. E. A. Babcock and A. C. Krey, trans. Columbia University Press, 1943.