Silbury Hill (« torgenn Silbury ») zo ur grec'henn ragistorel e kontelezh Wiltshire, e kreisteiz Bro-Saoz. E-kichen Avebury emañ, nepell diouzh Stonehenge.

Silbury Hill

Ar grec'henn

kemmañ

An hini uhelañ eo eus ar c’hrugelloù savet gant mab-den en Europa, 40 metr uhelder dezhi, ha 167 metr he zreuzkiz. Hervez an arbennigourien e oa bet savet war-dro 4600 pe 4700 vloaz zo. A-vent eo gant piramidennoù Gizah. A-gevret gant Stonehenge ha lec’hiennoù all eus Nevezoadvezh ar Maen en trowardroioù eo bet lakaet war roll lec’hiennoù ar glad bedel, gant an UNESCO.

Hervez ar richenn e vije ar grugell-se lec'h beziañ ur roue anvet Sil. Meur a soñj zo bet eztaolet gant ar ragistorourien (lec’h azeuliñ, lec’h arvestiñ…), met betek-henn n’eus bet kavet displegadenn resis ebet d’ar savadur-se. N’eus bet kavet netra e-barzh daoust d’ar furchadennoù zo bet graet abaoe an XVIIIvet kantved.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.